Vers
l'estuaire salé
Un recueil de poèmes en forme d'instantanés décrivant
les berges du Léguer, de la source à l'estuaire. Ce livre
de Fañch Peru est une oeuvre bilingue dont la traduction française
n'est pas la traduction littérale du texte breton, mais reste dans
l'esprit du texte d'origine.
Etrezek
an aber sall
Un dastumadeg barzhonegoù berr, "primskeudennoù"
hag a ziskouez kaerder aodoù ar stêr Leger. Ar vriad primskeudennoù-mañ
a zo bet kutuilhed gant Fañch Peru e-kerzh e valeadennoù.
95 F
Glizarc'hant
"Sklaer eo an traoù evit Fañch Peru. N'eus kozhni
ebet ennañ. Nag en e selloù, nag en e vousc'hoarzhioù.
Diwar lenn Lomm an touller, Pardon hag adpardon, Tren nav-eur-ha-kard,
Tarined, pabored hag oristaled, Lanleger e kañv hag all, e komprener
diouzhtu n'eo ket ur galon baper a zo o lammat e bruched hemañ.
Unan kig ha gwad ne lavaran ket. Ur galon digor ivez hag a oar tridal kreñv
gant levenez pe glac'har e nesañ."
50 F
"Romant diwezhañ F.Favereau, Mab e dad
zo war un dro tammoù thriller, un dornad avanturioù, ul loaiad
karantez hag ur meudad anarkiez hejet ha mesket mad oc'h ober anezhañ
: ur sort enklask e memor an dud, un enklask hag a zalc'h divorfil al lenner
betek ar penn diwezhañ."
95 F
Enezenn an eñvor
Danevell beaj Fañch Peru eus Berc'hed da gCill Dara war roudoù
Brigit, Berc'hed, Bríde ha meur a hini all.
"Anois techt an earraigh, beidh an lá 'gabháil chun
síneadh
'S tar éis na féile Bríde 'sea ardós mé
mo sheol..."
(Tostaat 'ar an nevez-amzer, an deiz 'zo war hiraat,
Ha goude Gouel Brigid e kemerin penn an hent...)
50 F
An traoniennoù glas
Gant Bretoned Fañch Peru, avat, emaer plom er vuhez evel a welomp
anezhi en-dro deomp bemdez-c'houloù, ha memes deiz-ha-deiz, koulz
lâret.
Fransis Favereau
There are few volumes from which one could learn so much about contemporary
life in rural Brittany.
J. O'Callahan, in Bro Nevez, about Glizarc'hant.
60 F
Ur c'huzhiad avaloù douss-trenk
Evel ur c'huzhiad avaloù, setu amañ un dornad kontadennoù
ha danevelloù berr, douss pe drenk, c'hwerw pe douss-trenk, laouen
pe drist evel ar vuhez.
35 F
Bugel ar c'hoad
"O zri e oant o chom en ul loch balan e-kreiz ar c'hoad
Ha degas a raent d'o heul betek ar gêriadenn
C'hwez ar gouez ha blaz ar frankiz...
Ha ne rae ma naon nemet kreskiñ..."
40 F
Teñzor Run ar Gov
"Arabat klask ma bez : den ne c'hello e gavout. C'hoant am
eus da gousket e sioulder ur bez dianav..."
Gwenc'hlan
Un danevell gant Fañch Peru, distamanted d'e skolidi.
40 F
Troad skubelenn, Paotr e valizenn
An danevell-mañ 'zo bet savet gant bugale skol Diwan Logivi-Lannuon
gant skoazell o skolaer Gilbert Geoffroy er bloavezh 1990. Ar skeudennoù
hag ar golo a zo bet treset gant ar vugale ivez.
45 F
A-dreuz ar bed
El levr-mañ 'zo bet bodet div gontadenn savet diwar daou bezh-c'hoari
gant Strollad ar Vro Bagan. "Avaloù liorzh Vleago" a zo
troet diwar ur gontadenn eus Bro-Iwerzhon, ha c'hoariet eo bet gant ar
strollad koulz e brezhoneg hag e galleg-brezhoneg ; hag an holl skolioù
Diwan o doa kemeret perzh er pezh-c'hoari "Beaj Maelduina", savet
da geñver Euroskol 1988.
45 F
An Utopia
Troet e brezhoneg gant Fañch Morvannoù diwar oberenn
latin ar Saoz Thomas More. An oberenn-mañ, skrivet e penn-kentañ
ar XVIvet kantved, a zisklêrie d'ar poent se levezon fall an arc'hant,
ar perc'hentiaj ha galloud an noblañsoù hag ar re binvidig,
evel kleñvedoù evit ar gevredigezh. Un oberenn a dalvoudegezh,
en amzer hirio hag evit an amzerioù da zont.
120 F