-
Ur yezh etrebroadel
- krouet evit aesaat
an darempredoù etre pobloù an hollved. Goude bezañ bet arveret da
vat e-doug ur c'hantved en deus an esperanteg prouet e oa ur yezh
vev, barrek da ezteurel holl arlivioù ar preder.
-
Neptu hag etrebroadel
- An esperanteg
n'eo tra brevez bro ebet na pobl ebet; n'eo marc'h sevenadur trec'hel
ebet, c'hoant dezhañ mougañ ar re all. An esperanteg a zo d'ar re
e gomz; krouiñ a ra ur c'hevre etre an holl sevenadurioù.
-
Aes
- A-drugarez d'e
boellegezh, d'e yezhadur eeun, d'e reizhiad-geriaouiñ, da wevnder
e frammadur ha d'e c'heriaoueg etrebroadel ez eus eus an esperanteg
unan eus ar yezhoù aesañ da zeskiñ. Diskouezet ez eus bet ez-skiantel
e oa betek dek gwezh aesoc'h da zeskiñ eget ar yezhoù all.
PETRA D'OBER GANT
AN ESPERANTEG?
-
Skoulmañ liammoù
- buan-tre en holl
vroioù, dre lizher pe e-ser beajiñ : e-barzh ouzhpenn 70 bro e kinnig
ar rouedad "Pasporta Servo" lojañ digoust an esperantegerion yaouank
o veajiñ dre ar bed.
-
Kemer perzh en emvodoù
- esperantegerion,
en e ger, en e vro met ivez er bed a-bezh : er c'hendalc'hioù-bed
esperanteg, er c'hendalc'hioù etrebroadel evit ar yaouankizoù, en
degouezhioù etrebroadel all, anezhe-holl o vezañ dalc'het e-barzh
broioù liesseurt hag o vodañ tud a-vil vern.
-
Anavezout sevenadurioù all
- Digeriñ a ra
an esperanteg war ul lennegezh puilh - savet war-eeun en esperanteg
pe troet diwar yezhoù all - ha ne ra nemet mont war binvidikaat. Kelaouennoù
niverus ha skingasadennoù reoliek a gaver dre-holl er yezh-se.
PENAOS DESKIÑ ESPERANTEG?
-
Kentelioù
- Meur a zoare
ez eus da zeskiñ : en aozadurioù lec'hel hag a ginnig kentelioù, met
ivez dre lizher, war ar Genrouedad, pe c'hoazh an-unan gant dornlevrioù.
-
Penaos mont e darempred ganimp?
- Dre vont e darempred,
pe gant ur strollad lec'hel, pe gant aozadur broadel ho pro, pe c'hoazh
gant TEJO, anezhi kevrenn yaouankizoù Kevridigezh Ved an Esperantegerion,
hag he deus izili e-barzh ouzhpenn kant bro. Ho titouriñ a raimp gant
kalz a blijadur.
-
Levrioù:
-
- Geriadur
Esperanteg / Brezhoneg, Erwan ar Menga, Hor Yezh, 1978.
- Geriadur
Brezhoneg / Esperanteg, Erwan ar Menga, Hor Yezh, 1978.
- Yezhadur
Esperantek, Erwan ar Menga, Hor Yezh, 1978.
- Komprenit
an Esperanteg / Komprenu Esperanton, gant Merwenn Runpaot, Hor
Yezh, 1993.
- La Bretona
Lingvo, rapide kaj facile, Hor Yezh, 1997.
BREIZH: France:
Embannadurioù Hor Yezh JEFO TEJO
Yann Desbordes 4 bis, rue de la Cerisaie Nieuwe Binnenweg 176
Plasenn Charles F-75004 Paris NL-3015 BJ Rotterdam
Peguy tel +33 1 42786886 Nederland
29260 LESNEVEN Minitel 3615 ESPERANTO tel +31 10 4361044
|